Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 47

1 D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.

2 C'hwi, pobloù, stlakit holl ho taouarn! Laoskit kriadennoù a levenez da Zoue, gant ur vouezh drant!

3 Rak an AOTROU eo an Uhel-Meurbet, ar spouronus, ar roue meur war an douar holl.

4 Renkañ a ra ar pobloù dindanomp, hag ar broadoù dindan hon treid.

5 Dibab a ra deomp hon hêrezh, gloar Jakob a zo karet gantañ.  Ehan

6 Doue a zo pignet e-kreiz kriadennoù a levenez, an AOTROU a zo pignet e-kreiz son ar shofar.

7 Kanit da Zoue, kanit! Kanit d'hor roue, kanit!

8 Rak Doue eo roue an douar holl. Kanit ar c'hantik!

9 Doue a ren war ar broadoù, Doue a zo azezet war e dron santel.

10 Priñsed ar pobloù en em vod gant pobl Doue Abraham, rak da Zoue eo skoedoù an douar. Uhel-meurbet eo savet.

Lean sinn:



Sanasan