Salmoù 46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 46 1 D'ar mestr-kaner; kanaouenn mibien Kora; war "Alamod". 2 Doue eo hor repu hag hon nerzh, ur skoazell en estrenvan, aezet bras da gavout. 3 Setu perak n'hor bo ket aon pa vefe kemmesket an douar, pa vefe brañsellet ar menezioù e-kreiz ar mor, 4 pa yudfe e zoureier en ur voubouilhat, ha pa lakafe o fulor ar menezioù da grenañ. Ehan 5 Ur stêr hag he gwazhioù a laouena kêr Doue, lec'h santel chomlec'h an Uhel-Meurbet. 6 Emañ Doue en he c'hreiz ha ne vo ket brañsellet. Doue a ro sikour dezhi adalek distro ar mintin. 7 Ar pobloù a fiñv, ar rouantelezhioù a vrañsell, lakaat a ra e vouezh da vezañ klevet, hag an douar a deuz. 8 AOTROU an armeoù a zo ganeomp, Doue Jakob eo hor repu uhel. Ehan 9 Deuit ha gwelit oberennoù an AOTROU, an distrujoù en deus graet war an douar. 10 Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan. 11 Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl. 12 AOTROU an armeoù a zo ganeomp, Doue Jakob eo hor repu uhel. Ehan |