Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 45

1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" mibien Kora; kanaouenn-eured war "Shoshannim".

2 Va c'halon a virvilh evit disklêriañ ur gomz burzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel pluenn ur skrivagner ampart.

3 Ar c'haerañ eus mibien an dud ez out, an drugarez a zo skuilhet war da vuzelloù, ha Doue en deus da venniget da viken.

4 Den galloudek, gouriz ouzh da gostez da gleze, da veurded ha da c'hloar!

5 Marc'heka en gloar, pign war da garr, evit ar wirionez, ar vadelezh hag ar reizhder. Da du dehou a ziskouezo dit burzhudoù spontus!

6 Da viroù a zo lemm, mont a raint da galon enebourien ar roue, pobloù a gouezho dindanout.

7 Da dron, o Doue, a chom dalc'hmat ha da viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.

8 Karout a rez ar reizhder hag e kasaez an drougiezh, setu perak, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted!

9 Ar mir, an aloez hag ar c'hasia a ro c'hwezh-vat da'z tilhad. Er palezioù olifant, c'hoari ar binvioù-kerdin a laouena ac'hanout.

10 Merc'hed rouaned a zo e-touez da itronezed a enor. Emañ ar rouanez a-zehou dit, gwisket gant aour Ofir.

11 Selaou, plac'h yaouank, sell ha ro da skouarn, ankounac'ha da bobl ha ti da dad.

12 Ar roue a c’hoantaio evitañ da gaerded. Pa'z eo da aotrou, stou dirazañ.

13 Merc'h Tir gant profoù, hag ar re binvidikañ eus ar bobl a zeuio da enoriñ ac'hanout.

14 Merc'h ar roue a zo karget a c'hloar e diabarzh ar palez, he dilhad a zo graet gant gwiadennoù aour;

15 kinniget eo d'ar roue, gwisket a vroderezhioù, ha war he lerc'h, ar gwerc'hezed, he mignonezed, a zo degaset dit.

16 Degaset int gant joa ha levenez, antren a reont e palez ar roue.

17 Da vibien a zalc'ho e-lec'h da dadoù, o lakaat a ri da briñsed war an douar holl.

18 Me a lakaio da anv da vezañ brudet en holl oadoù, evel-se ar pobloù a enoro ac'hanout dalc'hmat ha da viken.

Lean sinn:



Sanasan