Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 44

1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" mibien Kora.

2 O Doue! Klevet hon eus gant hon divskouarn, hon tadoù o deus disklêriet deomp an oberenn ac'h eus graet en o amzer, en deizioù a-wechall.

3 Gant da zorn ec'h eus kaset kuit pobloù evit o diazezañ, bruzunet ec'h eus pobloù evit reiñ lec'h dezho.

4 Rak n'eo ket dre o c'hleze o deus gounezet ar vro, ha n'eo ket o brec'h he deus o saveteet. Da du dehou, da vrec'h ha sklêrijenn da zremm eo, rak e kares anezho.

5 Te eo, o Doue, an hini a zo va Roue! Gourc'hemenn dieubidigezh Jakob.

6 Ganit e skoimp war hon enebourien, dre da anv e vac'himp ar re a savo a-enep deomp.

7 Rak ne fizian ket em gwareg, n'eo ket va c'hleze a zieubo ac'hanon.

8 Te eo an hini en deus hon saveteet eus hon enebourien, hag en deus rentet mezhek ar re a gasae ac'hanomp.

9 E Doue eo e kavomp gloar bemdez, hag e veulimp da anv da viken.  Ehan

10 Koulskoude ec'h eus hon taolet kuit ha goloet a zismegañs, ha ne gerzhez ken gant hon armeoù.

11 Lakaet ec'h eus ac'hanomp da gilañ dirak an enebour, hag ar re hor c'hasa o deus tapet o freizh.

12 Hor roet ec'h eus evel an deñved a zebrer, hor stlabezet ec'h eus e-touez ar broadoù.

13 Gwerzhañ a rez da bobl evit netra, hag e lakaez anezho e dister briz.

14 Hol lakaat a rez da vezañ dismegañset gant hon amezeien, goapaerezh ha c'hoariell ar re a zo en-dro deomp.

15 Hol lakaat a rez da vezañ mojenn ar broadoù. Ouzh hor gwelout, ar pobloù a hej o fenn.

16 Va dismegañs a zo atav dirazon hag ar vezh a c'holo va dremm,

17 pa vez klevet an hini a eneb ouzhin hag am heskin, ha pa vez gwelet an enebour hag ar veñjer.

18 Kement-se holl a zo erruet ganeomp. Koulskoude n'hon eus ket da ankounac'haet, n'hon eus ket torret da emglev,

19 hor c'halon n'eo ket aet war a-dreñv, hor pazioù n'int ket pellaet diouzh da hent,

20 pa ec'h eus hor bountet e-touez an aourgon, hag hor goloet gant skeud ar marv.

21 Mar hor bije ankounac'haet anv hon Doue, hag astennet hon daouarn etrezek un doue estren,

22 Doue, ha n'en dije ket enklasket, eñ hag a anavez traoù kuzhet ar c'halonoù?

23 Met abalamour dit-te, omp lakaet d'ar marv bemdez, ha sellet evel deñved kempennet d'ar gigerezh.

24 Sav! Perak e kouskez, AOTROU? Dihun, n'hon taol ket kuit da viken!

25 Perak e kuzhez da zremm? Perak ec'h ankounac'haez hor reuzeudigezh hag hor gwaskerezh?

26 Rak hon ene a zo diskaret er poultr, hag hor c'hof a zo stag ouzh an douar.

27 Sav da sikour ac'hanomp, ha daspren ac'hanomp, abalamour da'z madelezh!

Lean sinn:



Sanasan