Salmoù 43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 43 1 Ro va gwir din, o Doue, ha difenn va c'haoz a-enep ur bobl disleal! Va dieub eus an den touellus ha fall! 2 Rak te eo Doue, va nerzh. Perak ec'h eus va zaolet kuit? Perak e kerzhfen e kañv, dindan gwask an enebour? 3 Degas da sklêrijenn ha da wirionez, ra renint ac'hanon, ra gasint ac'hanon war da venez santel etrezek da dabernakloù! 4 Mont a rin etrezek aoter Doue, etrezek Doue, va joa ha va levenez. Ha da veuliñ a rin gant an delenn, o Doue, va Doue! 5 Perak ez out trist, va ene, hag e huanadez ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliñ a rin c'hoazh. Eñ eo va silvidigezh ha va Doue. |