Salmoù 42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 42 1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" mibien Kora. 2 Evel ma hirvoud an heizez etrezek an doureier-red, evel-se, o va Doue, e hirvoud va ene davedout! 3 Va ene en deus sec'hed eus Doue, eus an Doue bev. Pegoulz ez in hag en em zalc'hin dirak dremm Doue? 4 Va daeroù a zo deuet da vara din deiz ha noz, e-pad ma lavarer din hep paouez: Pelec'h emañ da Zoue? 5 Pa em eus soñj a gement-mañ, e tremenan e eñvor em c'halon: Kerzhout a raen e-kreiz ar bobl, mont a raen en he fenn betek ti va Doue, gant kriadennoù a levenez hag a veuleudi, e-touez un engroez o c'houeliañ. 6 Perak ez out trist, va ene, ha perak e krenez ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliñ a rin c'hoazh. E sell eo ar silvidigezh. 7 Va Doue, va ene a zo trist ennon. Setu perak em eus soñj ac'hanout eus douar ar Jordan hag an Hermon, eus menez Mizar. 8 Un donder a c'halv un donder all gant trouz da lammoù-dour; da holl wagennoù ha da holl donnoù a zo tremenet warnon. 9 E-pad an deiz an AOTROU a gaso e drugarez, e-pad an noz e ganaouenn a vo em genoù. Pediñ a rin Doue, va buhez. 10 Lavarout a rin da Zoue, va roc'h: Perak ec'h eus va ankounac'haet? Perak e kerzfen en dristidigezh, dindan gwask an enebour? 11 Va eskern a zo brevet pa zismegañs va heskinerien ac'hanon, o lavarout bemdez: Pelec'h emañ da Zoue? 12 Perak ez out trist, va ene, hag e huanadez ennon? Bez en gortoz eus Doue, rak e veuliñ a rin c'hoazh. Eñ eo va silvidigezh ha va Doue. |