Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 41

1 D'ar mestr-kaner; salm David.

2 Eürus eo an hini a laka evezh ouzh an ezhommeg. Da zeiz ar gwalleur an AOTROU en dieubo.

3 An AOTROU en diwallo hag a viro e vuhez, eürus e vo war an douar, ha ne roi ket anezhañ da c'hoant e enebourien.

4 An AOTROU a skoazello anezhañ war ar gwele a boan, cheñch a ri e wele holl pa vo klañv.

5 Lavaret em eus: AOTROU, az pez truez ouzhin, yac'ha va ene, rak pec'het em eus en da enep!

6 Va enebourien a c'hoanta droug din o lavarout: Pegoulz e varvo? Pegoulz ez aio e anv da netra?

7 Mar deu unan bennak da'm gweladenniñ, e lavar din gevier, e galon a zastum soñjoù fall, mont a ra er-maez hag e komz.

8 An holl re a gasa ac'hanon a guzulik etrezo em enep, irienniñ a reont va c'holl.

9 Ur gwall bennak a bouezh warnañ, setu eñ gourvezet, emezo, ha ne adsavo ken.

10 An den zoken, hag e oan e peoc'h gantañ, an hini en doa va fiziañs hag a zebre bara ganin, en deus savet e droad em enep.

11 Met te, AOTROU, az pez truez ouzhin hag va adsav! Ha me a rento dezho.

12 Dre gement-mañ ec'h anavezan e kavez plijadur ennon: va enebour ne laouena ket diwar va fenn.

13 Va miret ec'h eus em eeunder, va lakaet ec'h eus da viken dirazout.

14 Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a holl viskoazh da holl viken! Amen! Ya, amen!

Lean sinn:



Sanasan