Salmoù 40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 40 1 D'ar mestr-kaner; salm David. 2 Gortozet em eus er sioulder an AOTROU: en em droet eo bet war-zu ennon, klevet en deus va c'hriadennoù. 3 Va zennet en deus eus poull an distruj, eus an toull fankek. Lakaet en deus va zreid war ar roc'h, startaet en deus va c'hammedoù. 4 Lakaet en deus em genoù ur ganaouenn nevez a veuleudi d'hon Doue. Kalz en gwelo hag o devo doujañs, hag e lakaint o fiziañs en AOTROU. 5 Eürus an den a laka e fiziañs en AOTROU, ha na zistro ket da gavout ar re lorc'hus hag ar re en em ro d'ar gaou! 6 AOTROU va Doue, kresket ec'h eus da vurzhudoù ha da soñjoù en hor c'heñver, nikun ne c'hell bezañ keñveriet ouzhit. Ha fellout a ra din o embann hag o lavarout? Re niverus ez int da vezañ kontet. 7 Ne gavez plijadur nag en aberzhoù nag er profoù, toullet ec'h eus din va divskouarn, ne c'houlennez na loskaberzh nag aberzh evit ar pec'hed. 8 Neuze em eus lavaret: Setu e teuan, skrivet eo diwar va fenn e roll da levr. 9 Va Doue, kavet em eus plijadur oc'h ober da volontez, ha da lezenn a zo e diabarzh va c'halon. 10 Embannet em eus da reizhder er vodadeg vras. Setu, ne zalc'han ket serret va muzelloù, anavezout a rez kement-se, o AOTROU! 11 Ne'm eus ket kendalc'het da reizhder e diabarzh va c'halon. Embannet em eus da fealded ha da zieubidigezh. Ne'm eus ket kuzhet da vadelezh na da wirionez d'ar vodadeg vras. 12 Te eta, o AOTROU, na zinac'h ket ouzhin da druez! Ra vin dalc'hmat diwallet gant da vadelezh ha da wirionez. 13 Rak poanioù diniver o deus va enkelc'hiet. Va fec'hedoù o deus va zapet, ha ne c'hellan ket o gwelout, fonnusoc'h int eget blev va fenn, ha va c'halon a vank din. 14 AOTROU, ra blijo dit va dieubiñ! AOTROU, deus buan da'm sikour! 15 Ra vo mezhek ha ra ruzio an holl re a glask va buhez evit he lemel! Ra ez aio war-dreñv ha ra vo mezhek an holl re a gav plijadur em foan! 16 Ra vo spontet en o mezh ar re a lavar ac'hanon: A! A! 17 Ra drido ha ra laouenaio ennout an holl re a glask ac'hanout. Ra lavaro hep paouez ar re a gar da zieubidigezh: Kanmeulet ra vo an AOTROU! 18 Me a zo glac'haret hag ezhommek, an AOTROU en devo preder ouzhin. Te eo va sikourer ha va dieuber. Va Doue, na zale ket! |