Salmoù 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 4 1 D'ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin; salm David. 2 Pa grian, respont din, o Doue eus va reizhder! Pa oan en enk, ec'h eus va lakaet er frankiz. Az pez truez ouzhin, selaou va fedenn! 3 Mibien an dud, betek pegoulz e vo lakaet va gloar en dismegañs? Betek pegoulz e karot ar fouge, hag e klaskot ar gaou? Ehan 4 Gouezit penaos en deus dibabet an AOTROU ur c'haret-mat. An AOTROU a glev ac'hanon pa grian dezhañ. 5 Krenit ha na bec'hit ken; komzit en ho kalonoù war ho kwele ha chomit sioul. Ehan 6 Profit aberzhoù a reizhder, ha fiziit en AOTROU. 7 Kalz a lavar: Piv hon lakaio da welout ar mad? Laka da sevel warnomp sklêrijenn da zremm, o AOTROU! 8 Lakaet ec'h eus em c'halon muioc'h a levenez eget n'o deus pa vez fonnus o gwinizh hag o gwin. 9 Gourvez a rin, kousket a rin ivez e peoc'h, rak te da-unan, AOTROU, te a laka ac'hanon da ziskuizhañ e surentez. |