Salmoù 39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 39 1 D'ar mestr-kaner; da "Jedutun"; salm David. 2 Lavaret em eus: Eveshaat a rin ouzh va hentoù, evit na bec'hin ket gant va zeod; lakaat a rin ur brid war va genoù, e-keit ha ma vo an den drouk dirazon. 3 Mut on chomet er sioulder, en em viret on da gomz zoken evit ar mad, ha va foan a zo kresket. 4 Va c'halon a zo loskus em diabarzh, va frederiadennoù a zo o teviñ evel un tan, ha va zeod en deus komzet: 5 AOTROU, ro din da anavezout va diwezh, ha pe muzul o deus va deizioù, ma ouezin pegen berr eo va buhez. 6 Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez! Ehan 7 Ya, an den a gerzh evel ur skeudenn. Ya, en aner eo e fiñv, daspugn a ra, ha ne oar ket piv a zastumo. 8 Ha bremañ AOTROU, petra am eus gortozet? Va esperañs a zo ennout. 9 Va dieub eus va holl fallagriezhoù, ha na'm laka ket da vezañ dismegañset evel an hini diskiant. 10 Tavet em eus, ne'm eus ket digoret va genoù, rak te eo an hini en deus oberiet. 11 Distro diouzhin da gastizoù! Kuzumet on dindan taolioù da zorn. 12 Pa gastizez an den en ur c'hourdrouz anezhañ evit e bec'hed, e kuzumez evel an tagn ar pezh a zo priziusañ dezhañ. Ya pep den n'eo nemet c'hwez! Ehan 13 AOTROU, selaou va fedenn ha ro da skouarn da'm c'hriadenn, na chom ket bouzar da'm daeroù! Rak un diavaeziad on ez ti, ur beajour evel va holl dadoù. 14 Distro diouzhin da sell, ma c'hellin adkavout nerzh, a-raok ma'z in kuit ha ma ne vin ken. |