Salmoù 38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 38 1 Salm David. Evit derc'hel soñj. 2 AOTROU, na'm c'hastiz ket en da gounnar, ha na'm finij ket en da fulor. 3 Rak da viroù a zo aet ennon, ha da zorn a zo pounneraet warnon. 4 N'eus netra yac'h em c'hig en abeg da'z fulor, ha n'eus diskuizh ebet em eskern en abeg da'm fec'hed. 5 Rak va direizhder a uhela dreist va fenn, hag eo evel ur bec'h pounner re bouezus evidon. 6 Va goulioù a zo flaerius, hag e veront en abeg da'm follentez. 7 Krommaet ha pleget on en doare diwezhañ, a-hed an deiz e kerzhan e kañv, 8 rak va divgroazell a zo leun a c'hor, n'eus netra yac'h em c'hig. 9 Dinerzhet ha brevet on penn-da-benn, yudal a ran e trubuilh va c'halon. 10 Aotrou, va holl c'hoant a zo dirazout, ha va huanadenn n'eo ket kuzhet ouzhit. 11 Va c'halon a sko, va nerzh am dilez, ha sklêrijenn va daoulagad zoken ne'm eus ken. 12 Dirak an taol a sko ac'hanon, va mignoned ha va c'henseurted a chom a-sav, ha va c'herent a chom pell. 13 Ar re a glask va buhez a stegn antelloù din, ar re a glask va foan a gomz a zistruj, hag a-hed an deiz ec'h ijinont touelloù. 14 Met me, evel un den bouzar, ne glevan ket. Me a zo evel un den mut na zigor ket e c'henoù. 15 Ya, bez' on evel un den na glev ket ha n'en deus respont ebet en e c'henoù. 16 Rak ac'hanout-te, AOTROU, on en gortoz. Te a responto, Aotrou va Doue! 17 Rak lavaret em eus: Ra ne laouenaint ket diwar va fenn! Pa ramp va zroad, e savont em enep. 18 Prest on da gouezhañ, ha va glac'har a zo bepred dirazon. 19 Rak e tisklêrian va direizhder, hag enkrezet on abalamour da'm fec'hed. 20 Koulskoude va enebourien a zo bev ha nerzhus, ar re am c'hasa hep abeg a zo niverus. 21 Rentañ a reont din an droug evit ar mad. Va enebourien int dre ma en em stagan d'ar mad. 22 Na'm dilez ket, o AOTROU! Va Doue, na bella ket diouzhin! 23 Hast, deus da'm sikour, Aotrou, va dieubidigezh! |