Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 36

1 D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU.

2 Drougiezh an hini fall a lavar din e-kreiz va c'halon, penaos doujañs Doue n'emañ ket dirak e zaoulagad?

3 Rak en em luban e-unan dirak e zaoulagad, evit kas da benn e bec'hed hag embregañ e gasoni.

4 Komzoù e c'henoù n'int nemet drougiezh ha touellerezh, ne fell ket dezhañ bezañ skiantek hag ober ar mad.

5 Raktresañ a ra traoù direizh war e wele, en em zerc'hel a ra war un hent n'eo ket mat, ne gasa ket an droug.

6 AOTROU, da vadelezh a dap betek an neñvoù, da fealded betek ar c'hoabrennoù.

7 Da reizhder a zo evel menezioù Doue, da varnedigezhioù a zo un donder bras. AOTROU, diwall a rez an dud hag al loened.

8 O Doue, pegen prizius eo da vadelezh! Mibien an dud en em denn dindan skeud da eskell.

9 O gwalc'h a resevont eus fonnusted da di, hag e roez da evañ dezho e stêr da blijadurezh.

10 Rak mammenn ar vuhez a zo en da gichen, dre da sklêrijenn e welomp ar sklêrijenn.

11 Kendalc'h da skuilhañ da vadelezh war ar re a anavez ac'hanout, ha da reizhder war an dud eeun a galon.

12 Ra ne dostaio ket troad an hini lorc'hus ouzhin, ha ra ne vin ket brañsellet gant dorn an hini drouk.

13 Aze eo kouezhet ar vicherourien a zireizhder, diskaret int ha ne c'hellont ket adsevel.

Lean sinn:



Sanasan