Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 35

1 Salm David. AOTROU, va difenn a-enep va enebourien, stourm ouzh ar re a stourm ouzhin.

2 Kemer ar skoed bihan hag ar skoed bras, ha sav da'm sikour!

3 Krog er goaf ha stank o zremen d'ar re a red war va lerc'h. Lavar da'm ene: Me eo da silvidigezh.

4 Ra vo mezhek ha toutek ar re a glask diskar va buhez, ra gilo ha ra ruzio ar re a glask va gwalleur!

5 Ra vint evel ar pell laosket en avel, ha ra gaso ael an AOTROU anezho kuit.

6 Ra vo o hent teñval ha risklus, ha ra redo ael an AOTROU war o lerc'h!

7 Rak hep abeg o deus stegnet o roued a-enep din war ur poull, hep abeg o deus e doullet evit lemel diganin va buhez.

8 Ra zeuio un distruj pront d'o zapout, ra vint kemeret er roued o deus stegnet, ra gouezhint enni ha ra varvint!

9 Ha va ene a laouenaio en AOTROU hag a drido en e zieubidigezh.

10 Va holl eskern a lavaro: AOTROU, piv a zo heñvel ouzhit, te hag a zieub an den glac'haret eus an hini a zo nerzhusoc'h egetañ, ya, an den glac'haret hag ar paour eus an hini en diwisk?

11 Falstestoù a sav, goulenn a reont ouzhin traoù n'ouzon netra diwar o benn,

12 rentañ a reont din an droug evit ar mad, va ene a zo en dilez.

13 Met me, pa oant klañv, me a wiske ur sac'h, me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.

14 Kerzhout a raen gorrek evel evit ur mignon pe ur breur, mont a raen pleget trist evel e kañvoù ur vamm.

15 Ha pa em eus brañsellet, ez int en em vodet laouen, en em vodet int hep ma ouien, o skeiñ ac'hanon, o regiñ ac'hanon hep paouez.

16 Gant tud drouk, goapaerien pilpous, o deus grigoñset o dent em enep.

17 AOTROU, betek pegoulz e weli kement-se? Dieub va ene eus o stignoù, va nemetañ eus al leon!

18 Da veuliñ a rin er vodadeg vras, da veuliñ a rin e-kreiz ur bobl niverus.

19 Ra ne laouenaio ket diwar va fenn va enebourien disleal, ra ne wigno ket gant o lagad ar re am c'hasa hep abeg!

20 Rak ne gomzont ket a beoc'h, met raktresañ a reont touellerezh a-enep tud peoc'hiek ar vro.

21 Digeriñ a reont o genoù a-enep din o lavarout: A! A! Hol lagad en deus gwelet.

22 Gwelet ac'h eus, AOTROU, na dav ket! AOTROU, na chom ket pell diouzhin!

23 Dihun, sav, va Doue ha va Aotrou, da reiñ din va gwir ha da zifenn va c'haoz!

24 Va barn hervez da reizhder, AOTROU va Doue, ha ra ne laouenaint ket diwar va fenn!

25 Ra ne lavarint ket en o c'halon: A! Laouen eo hon ene! Ra ne lavarint ket: E lonket hon eus!

26 Ra vo mezhek ha toutek an holl re a laouena em gwalleur! Ra vo gwisket a vezh hag a spont ar re a sav lorc'hus a-enep din!

27 Ra gano ha ra drido a levenez ar re a laouena em reizhadur! Ha ma lavarint hep paouez: Kanmeulet ra vo an AOTROU, en em blij e peoc'h e servijer.

28 Neuze va zeod a zisklêrio da reizhder, ha bemdez e lavaro da veuleudioù.

Lean sinn:



Sanasan