Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 34

1 Salm David. Pa varvouzas an diskiant dirak Abimelek, ha penaos, kaset gantañ, ez eas kuit.

2 Bennigañ a rin an AOTROU e pep amzer, e veuleudi a vo dalc'hmat em genoù.

3 Va ene a gavo gloar en AOTROU, ar re hegarat a glevo hag a laouenaio.

4 Kanmeulit an AOTROU ganin, uhelaomp e anv holl asambles!

5 Klasket em eus an AOTROU hag en deus respontet din, dieubet en deus ac'hanon eus va holl spontoù.

6 Ha sellet o deus outañ? Hag e voent sklêrijennet, n'o deus ket da ruziañ a vezh.

7 An den glac'haret-se en deus kriet, an AOTROU en deus e selaouet hag e zieubet eus e holl enkrezioù.

8 Ael an AOTROU a gamp en-dro d'ar re a zouj anezhañ, hag e tieub anezho.

9 Tañvait ha gwelit pegen mat eo an AOTROU! Eürus an den a ya etrezek ennañ.

10 Doujit an AOTROU, c'hwi e sent, rak ne vanko netra d'ar re a zouj anezhañ!

11 Al leoned yaouank a anavez kernez ha naonegezh, met ar re a glask an AOTROU n'o devo ezhomm ebet.

12 Deuit ha va selaouit, mibien, hag e teskin deoc'h doujañs an AOTROU.

13 Piv eo an den a gav plijadur da vevañ, hag a gar gwelout deizioù a eurvad?

14 Diwall da deod diouzh an droug, ha da vuzelloù diouzh komzoù touellus.

15 Distro diouzh an droug ha gra ar mad, klask ar peoc'h hag heuilh anezhañ.

16 Daoulagad an AOTROU a zo war ar re reizh, hag e zivskouarn a zo evezhius ouzh o c'hriadenn.

17 Dremm an AOTROU a zo a-enep ar re a ra an droug, evit lemel o eñvor a-ziwar an douar.

18 Pa gri ar re reizh, an AOTROU a selaou anezho, hag e tieub anezho eus o holl enkrezioù.

19 An AOTROU en em zalc'h tost d'ar re enkrezet o c'halon, hag a zieub ar re mantret o spered.

20 An den reizh en deus poanioù e-leizh, met an AOTROU a zieub anezhañ diouto holl,

21 diwall a ra e holl eskern, hini ebet n'eo torret.

22 An droug a gas an den fall d'ar marv, hag ar re a gasa an hini reizh a vo distrujet.

23 An AOTROU a zaspren ene e servijerien, hag hini eus ar re a ya d'e gavout ne vo distrujet.

Lean sinn:



Sanasan