Salmoù 33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 33 1 C'hwi tud reizh, laouenait en AOTROU! Ar veuleudi a zere d'an dud eeun. 2 Meulit an AOTROU gant an delenn. Kanit dezhañ kanaouennoù war al lourenn a zek kordenn. 3 Kanit dezhañ ur ganaouenn nevez. Ra vo klevet ho pinvioù hag ho mouezhioù. 4 Rak komz an AOTROU a zo eeun, hag e holl oberennoù a zo graet gant fealded. 5 Karout a ra ar reizhder hag an eeunder. An douar a zo leun a vadelezh an AOTROU. 6 An neñvoù a zo bet graet dre gomz an AOTROU, hag o holl arme dre c'hwezh e c'henoù. 7 Dastum a ra doureier ar mor evel ur bern, hag e laka ar c'hoummadoù e stankadennoù. 8 Ra zoujo an douar holl an AOTROU, ra chomo holl dud ar bed dirazañ gant doujañs! 9 Rak komz a ra hag an dra a zo graet, gourc'hemenn a ra hag e c'hoarvez. 10 An AOTROU a stlabe kuzul ar broadoù, hag a gas da netra menozioù ar pobloù. 11 Met kuzul an AOTROU a bad da viken, ha menozioù e galon a oad da oad. 12 Eürus ar vroad he deus an AOTROU da Zoue, ar bobl en deus dibabet evit e hêrezh! 13 An AOTROU a sell eus lein an neñvoù, gwelout a ra holl vibien an dud. 14 Eus e chomlec'h ec'h evesha holl dud a zo war an douar, 15 graet en deus o c'halonoù dezho holl, ha teurel a ra evezh ouzh o holl oberoù. 16 Ar roue n'eo ket saveteet dre e c'halloud bras, hag an den galloudek n'eo ket dieubet dre e nerzh bras. 17 Ar marc'h a vank da saveteiñ, ne zieub ket dre vraster e nerzh. 18 Setu, lagad an AOTROU a zo war ar re a zouj anezhañ, war ar re a zo en gortoz d'e vadelezh, 19 evit dieubiñ o ene eus ar marv, hag o lakaat da vevañ e-pad an naonegezh. 20 Hon ene a zo en gortoz d'an AOTROU, hor sikour eo hag hor skoed. 21 Rak hor c'halon a laouena ennañ, rak fiziañs hon eus en e anv santel. 22 Ra vo da vadelezh warnomp, o AOTROU! Evel ma'z omp en gortoz dit. |