Salmoù 32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 32 1 "Maskil" David. Eürus an den a zo pardonet dezhañ e zisentidigezh, hag a zo goloet e bec'hed! 2 Eürus an den na damall an AOTROU dezhañ direizhder ebet, ha n'eus touell ebet en e spered! 3 Pa em eus tavet, eo va eskern en em guzumet, hag e huanaden a-hed an deiz, 4 rak deiz ha noz e poueze da zorn warnon. Va nerzh a zeue da vezañ sec'hded an hañv. Ehan 5 Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed. Ehan 6 Evel-se pep den leal a aspedo ac'hanout en amzer ma vez kavet. Ha pa zic'hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto. 7 Te eo va repu, va diwall a rez eus an estrenvan, va gronnañ a rez gant kanaouennoù a zieubidigezh. Ehan 8 Me az lakaio skiantek, me a gelenno dit an hent ma tleez kerzhout warnañ, da ren a rin, va lagad a vo warnout. 9 Na vezit ket evel ar marc'h hag evel ar vulez hep skiant, a vez stardet o genoù gant ur brid hag ur weskenn, gant aon na dostafent ouzhit. 10 Kalz a c'hlac'har a dapo an den fall, met ar c'hras a zo war-dro an hini a fiz en AOTROU. 11 C'hwi tud reizh, laouenait en AOTROU ha tridit! Kanit gant levenez, c'hwi holl ar re eeun a galon! |