Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 31

1 D'ar mestr-kaner; salm David.

2 AOTROU, en em dennet on da'z kavout, ra ne vin ket mezhek, biken! Va deub dre da reizhder!

3 Stou da skouarn war-zu ennon, hast va dieubiñ. Bez va roc'h, va repu, va c’hreñvlec’h ma vin salvet ennañ!

4 Rak te eo va roc'h ha va c'hreñvlec'h, hag abalamour d'ar garantez ouzh da anv, em c'hundui hag em reni.

5 Va zennañ a ri eus ar pech o deus stegnet din, rak te eo va repu.

6 Lakaat a ran va spered etre da zaouarn, va dasprenet ec'h eus, o AOTROU, Doue a wirionez!

7 Kasaat a ran ar re en em ro d'ar fougeoù touellus. Evidon-me, lakaat a ran va fiziañs en AOTROU.

8 Tridal a rin hag e laouenain ez madelezh, rak gwelet ec'h eus va glac'har hag ec'h anavezez estrenvan va ene.

9 Ne'c'h eus ket va lakaet etre daouarn an enebour, roet ec'h eus frankiz din ha suraet eo va zreid.

10 AOTROU, az pez truez ouzhin dre ma'z on en estrenvan! Va lagad, va ene ha va c'hof a dreuta gant ar glac'har.

11 Va buhez a steuz en doan, ha va bloavezhioù en huanadoù. Va nerzh a zo diskaret en abeg da'm direizhder, ha va eskern a zisec'h.

12 En abeg da'm holl enebourien ez on un dra a zismegañs, a zismegañs vras evit va amezeien, hag un dra euzhus evit va mignoned. Ar re am gwel en diavaez a dec'h pell diouzhin.

13 Ar c'halonoù n'o deus ket soñj ac'hanon evel ma vefen un den marv, bez' on evel ul lestr torret.

14 Rak e klevan komzoù kuzhet kalz a dud. Emañ ar spont a bep tu, en em guzuliañ a reont a-unvan em enep, irienniñ a reont evit lemel va buhez diganin.

15 Met e fizian ennout, AOTROU. Lavaret em eus: Te eo va Doue!

16 Va amzerioù a zo etre da zaouarn. Va deub eus va enebourien hag eus va heskinerien.

17 Laka da zremm da splannañ war da servijer, va dieub dre da drugarez.

18 AOTROU, ra ne vin ket mezhek rak da aspedet em eus, ra vo mezhek ar re zrouk, ma vo o genoù serret e lec'h ar marv!

19 Ra vo mut ar muzelloù gaouiat, a zroukkomz a-enep an den reizh dre lavaroù fall, gant lorc'h ha dismegañs!

20 Pegen bras eo ar madoù ac'h eus miret d'ar re a zouj ac'hanout, hag a skuilhez war ar re a ya etrezek ennout, dirak daoulagad an dud!

21 Koach a rez anezho e kuzh da zremm, pell diouzh kuzulioù an dud. Diwall a rez anezho ez teltenn a-enep argad an teodoù.

22 Benniget ra vo an AOTROU! Rak diskouezet en deus e vadelezh em c'heñver, ha va lakaet evel en ur c'hreñvlec'h.

23 Me a lavare em hastidigezh: Lamet on a-zirak da zaoulagad. Met selaouet ec'h eus mouezh va fedennoù, pa em eus kriet dit.

24 Karit an AOTROU, c'hwi holl e re garet-mat! An AOTROU a ziwall ar re leal, met d'ar re a labour gant lorc'h e ro kement o deus dellezet.

25 Chomit start ha ra en em nerzho ho kalon, c'hwi holl hag a zo en gortoz eus an AOTROU!

Lean sinn:



Sanasan