Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 30

1 Salm David; kanaouenn evit dedi e di.

2 Da ganmeuliñ a ran, o AOTROU! Rak adsavet ec'h eus ac'hanon, ha ne'c'h eus ket lezet va enebourien da laouenaat diwar va fenn.

3 AOTROU va Doue, kriet em eus dit hag ec'h eus va yac'haet.

4 AOTROU, lakaet ec'h eus va ene da adpignat eus lec'h ar marv. Va degaset ec'h eus en-dro d'ar vuhez, a-douez ar re a ziskenn d'ar poull.

5 Kanit meuleudioù d'an AOTROU, c'hwi holl e re garet-mat, ha meulit eñvor e santelezh!

6 Rak n'eus nemet ur pennadig en e gounnar, met ur vuhez 'zo en e vadelezh. An daeroù a zeu d'abardaez, met gant ar mintin kanoù a drec'h.

7 Me a lavare em berzh: Ne vin biken brañsellet!

8 AOTROU, dre da vadelezh ec'h eus roet nerzh da'm menez. Ha kuzhet ec'h eus da zremm? Spouronet on bet.

9 AOTROU, kriet em eus dit, pedet em eus an AOTROU o lavarout:

10 Peseurt gopr a zo em gwad ma tiskennfen d'ar poull? Ar boultrenn, ha meuliñ a raio ac'hanout? Ha disklêriañ a raio da wirionez?

11 AOTROU, selaou, az pez truez ouzhin! AOTROU, bez va sikour!

12 Cheñchet ec'h eus va c'hañv e levenez, dizereet ec'h eus va sac'h, ha va gwisket ec'h eus a levenez,

13 evit ma veulo ac'hanout va gloar, ha ma ne davo ket. AOTROU va Doue, me az meulo da viken.

Lean sinn:



Sanasan