Salmoù 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 3 1 Salm David, pa dec'he dirak Absalom e vab. 2 AOTROU, pegen niverus eo va enebourien! Pegement a dud en em sav em enep! 3 Pegement a lavar diwar va ene: Silvidigezh ebet evitañ e-kichen Doue! Ehan 4 Met te, AOTROU, te eo va skoed, va gloar, an hini a laka ac'hanon da sevel va fenn. 5 Krial a ran gant va mouezh d'an AOTROU, hag e respont din eus e venez santel. Ehan 6 Gourvez a ran, kousket a ran ha duhuniñ a ran, rak an AOTROU a zo va harp. 7 Ne'm eus ket aon dirak ar milieroù tud a zo oc'h en em renkañ a bep tu a-enep din. 8 Sav, AOTROU! Va savete, va Doue! Rak skoet ec'h eus war o jod va holl enebourien, torret ec'h eus dent ar re zrouk. 9 Ar silvidigezh a zeu eus an AOTROU, da vennozh a zo war da bobl! Ehan |