Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 29

1 Salm David. Roit d'an AOTROU, c'hwi mibien Doue, roit d'an AOTROU ar gloar hag ar galloud!

2 Roit d'an AOTROU ar gloar dleet d'e anv, stouit dirak an AOTROU en ur veurded santel!

3 Mouezh an AOTROU a glever war an doureier. An Doue a c'hloar, an AOTROU, a gurun war an doureier bras.

4 Mouezh an AOTROU a zo galloudek, mouezh an AOTROU a zo meurdezus,

5 mouezh an AOTROU a dorr ar sedrez, an AOTROU a dorr sedrez al Liban,

6 o lakaat a ra da lammat evel ul leue, al Liban hag ar Sirion evel ur bual yaouank.

7 Mouezh an AOTROU a daol flammoù-tan,

8 mouezh an AOTROU a laka ar gouelec'h da grenañ, an AOTROU a laka da grenañ gouelec'h Kadesh.

9 Mouezh an AOTROU a laka an heizezed da c'henel, hag a ziwisk ar c'hoadegi. En e dempl, pep hini a gri: Gloar!

10 An AOTROU a oa azezet a-us d'al liñvadenn, an AOTROU a azezo da roue da viken.

11 An AOTROU a roio nerzh d'e bobl. An AOTROU a vennigo e bobl dre ar peoc'h.

Lean sinn:



Sanasan