Salmoù 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 28 1 Salm David. Krial a ran dit, AOTROU! Va roc'h, na chom ket bouzar da'm mouezh, gant aon ma rofes dilavar, na vefen heñvel ouzh ar re a ziskenn d'ar poull. 2 Selaou mouezh va goulennoù pa grian dit, pa savan va daouarn etrezek da santual. 3 Na'm zilam ket gant ar re zrouk ha gant ar vicherourien a zireizhder, ar re a lavar komzoù a beoc'h d'o nesañ, petra bennak ma'z eus drougiezh en o c'halon. 4 Ro dezho hervez o oberennoù hag hervez drougiezh o oberoù. Ro dezho hervez labour o daouarn. Ro dezho ar pezh a zo dleet dezho. 5 Rak ne daolont ket evezh ouzh oberoù an AOTROU, nag ouzh labour e zaouarn. O diskar a raio ha n'o adsavo ken. 6 Benniget ra vo an AOTROU! Rak klevet en deus mouezh va goulennoù. 7 An AOTROU a zo va nerzh ha va skoed. Va c'halon en deus fiziet ennañ hag on bet sikouret. Va c'halon ivez a zo laouenaet, hag e veulan anezhañ dre va c'hanennoù. 8 An AOTROU a zo nerzh e re, diwaller ha silvidigezh e Olevad. 9 Savete da bobl ha bennig da hêrezh, ren hag harp anezho da viken! |