Salmoù 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 27 1 Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen? 2 Pa'z eo deuet ar re zrouk, va enebourien, a-enep din, evit va lonkañ, o-unan o deus pleget hag int kouezhet. 3 Pa gampfe un arme a-enep din, ne spontfe ket va c'halon. Pa savfe ar brezel a-enep din, eno e vefe va fiziañs. 4 Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez. 5 Rak va c'huzhat a raio en e repu en deiz fall, va c'huzhat a raio e sekred e dabernakl. Sevel a raio ac'hanon war ur roc'h. 6 Ha bremañ va fenn a savo dreist va enebourien a zo en-dro din. Kinnig a rin en e dabernakl aberzhoù a levenez. Kanañ a rin meuleudioù d'an AOTROU. 7 AOTROU, selaou va mouezh, da aspediñ a ran, az pez truez ouzhin ha va selaou! 8 Va c'halon a lavar din eus da berzh: Klask va dremm! Me a glask da zremm, o AOTROU! 9 Na guzh ket da zremm ouzhin! Na zistaol ket kuit da servijer gant kounnar! Bet out va sikour, na'm dilez ket, na'm dilaosk ket, Doue va silvidigezh! 10 Pa o defe va dilezet va zad ha va mamm, an AOTROU am dastumo. 11 AOTROU, desk din da hent, va ren dre ar wenodenn eeun, abalamour da'm enebourien. 12 Na'm lez ket da gouezhañ e c'hoant va enebourien, rak falstestoù a zo savet a-enep din, ha ne analont nemet taerder. 13 A! Ma ne'm bije ket kredet e weljen madoù an AOTROU war zouar ar re vev! ... 14 Esper en AOTROU, chom start, ra en em greñvaio da galon! Ya, esper en AOTROU! |