Salmoù 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 26 1 Salm David. Ro va gwir din, o AOTROU, rak kerzhout a ran er wirionez, va fiziañs a lakaan en AOTROU, ne vrañsellan ket. 2 AOTROU, va furch ha va amprou, evesha ouzh va lounezhi ha va c'halon! 3 Da vadelezh a zo dirak va daoulagad, hag e kerzhan en da wirionez. 4 Ne azezan ket gant an dud faos, ned-an ket gant an dud gaouiat. 5 Kasaat a ran bodadeg an dud fall, ne azezan ket gant ar re zrouk. 6 Gwalc'hiñ a ran va daouarn en dinammded, hag e ran an dro da'z aoter, o AOTROU, 7 evit trugarekaat ac'hanout a vouezh uhel, hag evit disklêriañ da holl vurzhudoù. 8 AOTROU, me a gar chom ez ti, e-lec'h m'emañ da c'hloar o chom. 9 Na zilam ket va ene gant ar bec'herien, na va buhez gant an dud wadsec'hedik, 10 ar re o deus torfedoù en o daouarn, ha profoù o leuniañ o dorn dehou. 11 Met me a gerzho en dinammded. Va dieub, az pez truez ouzhin! 12 Va zroad a chom start en hent eeun; er bodadegoù e vennigin an AOTROU. |