Salmoù 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 25 1 Salm David. AOTROU, sevel a ran va ene etrezek ennout. 2 Va Doue, ennout e fizian, ra ne vin ket mezhek! Ra ne laouenaio ket va enebourien diwar va fenn! 3 A-dra-sur, hini eus ar re a zo en gortoz ac'hanout ne vo mezhek. Ar re-se a vo mezhek, ar re a ra gant fallentez hep abeg. 4 AOTROU, ro din da anavezout da hentoù, kelenn din da wenodennoù. 5 Gra din kerzhout en da wirionez ha va desk, rak te eo Doue va dieubidigezh, ha bemdez emaon en gortoz ac'hanout. 6 Az pez soñj eus da drugarezioù, o AOTROU, hag eus da vadelezh, rak int a zo a bep amzer. 7 Na'z pez ket soñj eus pec'hedoù va yaouankiz nag eus va disentidigezh. Hervez da drugarez, az pez soñj ac'hanon, abalamour da'z madelezh, o AOTROU! 8 An AOTROU a zo mat hag eeun, setu perak e kelenno an hent d'ar bec'herien. 9 Lakaat a raio ar re izel da gerzhout er wirionez, kelenn a raio e hent d'ar re izel. 10 Holl wenodennoù an AOTROU n'int nemet madelezh ha lealded evit ar re a vir e emglev hag e destenioù. 11 Abalamour da garantez da anv, o AOTROU, e pardoni din va direizhder, ha bras eo. 12 Piv eo an den a zouj an AOTROU? Kelenn a raio dezhañ an hent en deus da zibab. 13 E ene a chomo e-touez ar madoù, hag e lignez a berc'henno an douar. 14 Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev. 15 Va daoulagad a sell hep ehan etrezek an AOTROU, rak lakaat a raio va zreid da zont er-maez eus ar roued. 16 Distro ouzhin ha kemer truez ouzhin, rak va-unan ez on ha glac'haret. 17 Enkrezioù va c'halon a zo kresket; va dieub eus va estrenvan. 18 Gwel va glac'har ha va labour, ha pardon din va holl bec'hedoù. 19 Gwel va enebourien rak niverus int; kasaat a reont ac'hanon eus ur gasoni garv. 20 Diwall va ene ha va dieub, ma ne vin ket mezhek, rak en em dennet on da'z kavout! 21 Ra viro an onestiz hag ar reizhder ac'hanon, rak emaon en gortoz ac'hanout! 22 O Doue! Daspren Israel eus e holl c’hlac’haroù. |