Salmoù 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 24 1 Salm David. D'an AOTROU eo an douar ha kement a zo ennañ, ar bed hag ar re a zo o chom ennañ. 2 Rak e ziazezet en deus dreist ar morioù, hag e startaet dreist ar stêrioù. 3 Piv a c'hello pignat da venez an AOTROU? Ha piv en em zalc'ho e lec'h e santelezh? 4 An hini a zo naet e zaouarn ha glan e galon, an hini n'en deus ket douget e ene etrezek ar faosoni, an hini na dou ket evit touellañ. 5 Degemer a raio bennozh an AOTROU ha reizhder Doue e salver. 6 Evel-se eo gouenn ar re a glask anezhañ, ar re a glask da zremm, gouenn Jakob. Ehan 7 Dorioù, uhelait ho pennoù, bezit uhelaet, dorioù peurbadus! Hag ar roue a c'hloar a yelo e-barzh! 8 Piv eo ar roue a c'hloar-se? An AOTROU, ar c'hreñv, ar galloudeg, an AOTROU galloudek en emgannoù. 9 Dorioù, uhelait ho pennoù, uhelait anezho, dorioù peurbadus! Hag ar roue a c'hloar a yelo e-barzh! 10 Piv eo ar roue a c'hloar-se? AOTROU an armeoù eo ar roue a c'hloar-se! Ehan |