Salmoù 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 23 1 Salm David. Va mêsaer eo an AOTROU, ne vanko netra din. 2 Va lakaat a ra da ziskuizhañ war beuriñ glas, va c'has a ra a-hed an doureier sioul. 3 Adsevel a ra va ene, va ren a ra war wenodennoù ar reizhder abalamour d'e anv. 4 Pa gerzhin zoken e traonienn skeud ar marv, ne'm bo aon rak droug ebet, rak te a zo ganin: da vazh ha da walenn eo am dic'hlac'har. 5 Sevel a rez un daol dirazon, a-dal d'ar re am zrubuilh. Oleviñ a rez va fenn, va hanaf a zo leuniet. 6 Ya, madelezh ha trugarez am heulio e-pad holl zeizioù va buhez, hag e vin o chom e ti an AOTROU evit biken. |