Salmoù 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 22 1 D'ar mestr-kaner; salm David; war "Ayeled-ashac'har". 2 Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet, o pellaat diouzh va dieubidigezh ha diouzh komzoù va garm? 3 Va Doue, d'an deiz e krian ha ne respontez ket, d'an noz ha ne'm eus ket a ziskuizh. 4 Koulskoude ez out ar Sant, o chom e-kreiz meuleudi Israel. 5 Hon tadoù o deus lakaet o fiziañs ennout, ennout o deus lakaet o fiziañs ha te ac'h eus o dieubet. 6 Kriet o deus war-zu ennout hag ez int bet dieubet, lakaet o deus o fiziañs ennout ha n'int ket bet mezhek. 7 Met me a zo ur preñv ha n'on ket un den, dismegañs an dud hag an disprizet eus ar bobl. 8 An holl re am gwel a ra goap ouzhin, digeriñ a reont o genoù hag hejañ a reont o fenn: 9 War an AOTROU en em harp, ra en dieubo, ra en saveteo, pa en deus lakaet e garantez ennañ! 10 Ya, te ac'h eus va zennet eus kof va mamm, te ac'h eus va lakaet da ziskuizhañ e peoc'h war he bronn. 11 Lakaet on bet e-barzh da zaouarn kerkent ha tennet eus he c'hof, adalek kof va mamm ez out bet va Doue. 12 Na bella ket diouzhin rak an estrenvan a zo tost, ha n'eus den da'm sikour! 13 Koleoù e-leizh a zo en-dro din, koleoù galloudek Basan o deus va c’helc’hiet. 14 Digeriñ a reont o genoù em enep, evel ul leon o trailhañ hag o yudal. 15 Bez' on evel an dour a red, va holl eskern a zo diframmet, va c'halon a zo evel koar, o teuziñ e-kreiz ac'hanon. 16 Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv. 17 Rak chas a zo deuet en-dro din, un engroez a dud fall o deus va enkelc'hiet, toullet o deus va daouarn ha va zreid. 18 Niveriñ a ran va holl eskern. Emaint ar re-se oc'h eveshaat hag o sellout ouzhin. 19 Lodennañ a reont va dilhad etrezo, teurel a reont va zoneg d'ar sord. 20 Te eta, AOTROU, na chom ket pell diouzhin! Te, va nerzh, hast va sikour! 21 Dieub va ene eus ar c'hleze, va nemetañ eus pav ar chas! 22 Va savete eus genoù al leon, va zenn eus kerniel ar bualed! 23 Embann a rin da anv da'm breudeur, da veuliñ a rin e-kreiz ar vodadeg. 24 C'hwi hag a zouj an AOTROU, meulit eñ! Holl ouenn Jakob, roit gloar dezhañ! Holl ouenn Israel, krenit dirazañ! 25 Rak n'en deus ket disprizet na dismegañset glac'har an hini glac'haret, n'en deus ket kuzhet e zremm outañ, met e selaouet en deus pa grie dezhañ. 26 Meulet e vi ganin er vodadeg vras; peurober a rin va gouestloù dirak ar re a zouj ac'hanout. 27 Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken! 28 Holl bennoù an douar o devo soñj a gement-se hag a zistroio d'an AOTROU, holl diegezhioù ar broadoù a stouo dirak da zremm. 29 Rak ar rouantelezh a zo d'an AOTROU, hag e ren war ar broadoù. 30 Holl binvidien an douar a zebro ivez hag a stouo, an holl re a ziskenn war-zu ar poultr hag an hini na c'hell ket mirout e vuhez a blego dirazañ. 31 An diskennidi a servijo anezhañ, ha komzet e vo diwar-benn an Aotrou d'ar rummad da zont. 32 Dont a raint hag e tisklêrint e reizhder d'ar bobl a c'hano, rak en devo graet an traoù-se. |