Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 21

1 D'ar mestr-kaner; salm David.

2 AOTROU, ar roue a laouena ez kalloud. Pegen bras eo al levenez a ro dezhañ da silvidigezh!

3 Roet ec'h eus dezhañ c'hoant e galon, ha ne'c'h eus ket taolet kuit pedenn e vuzelloù.  Ehan

4 Diaraoget ec'h eus anezhañ gant bennozhioù mat, lakaet ec'h eus war e benn ur gurunenn aour fin.

5 Goulenn a rae ouzhit ar vuhez, hag he roet ec'h eus dezhañ, ur pad hir a zeizioù, dalc'hmat ha da viken.

6 E c'hloar a zo bras a-drugarez da'z tieubidigezh, e c'holoet ec'h eus a splannder hag a veurded.

7 Ober a rez anezhañ ur vennozh da viken, e leuniañ a rez a levenez dirazout.

8 Ar roue a laka e fiziañs en AOTROU, ha dre vadelezh an Uhel-Meurbet ne vo ket brañsellet.

9 Da zorn a dapo da holl enebourien, da du dehou a dapo ar re a gasa ac'hanout.

10 O lakaat a ri evel ur forn-dan pa en em ziskouezi. An AOTROU o lonko en e gounnar, an tan o fulluc'ho.

11 Lakaat a ri da vervel o frouezh a-ziwar an douar, hag o gouenn a-douez mibien an dud.

12 Mennet o deus droug a-enep dit, ijinet o deus soñjoù fall, met ne c'hellint ket dont a-benn,

13 rak lakaat a ri anezho da dec'hout, stegnañ a ri da wareg a-enep o dremm.

14 Sav, AOTROU, en da nerzh! Ni a gano hag a veulo da c'halloud.

Lean sinn:



Sanasan