Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 20

1 D'ar mestr-kaner; salm David.

2 Ra responto an AOTROU dit da zeiz da estrenvan, ra lakaio anv Doue Jakob ac'hanout en ul lec'h uhel,

3 ra gaso e sikour dit eus al lec'h santel, ra harpo ac'hanout eus Sion,

4 ra en devo soñj eus da holl brofoù, ha ra gavo mat da loskaberzhoù!  Ehan

5 Ra roio dit c'hoant da galon, ra seveno da benn da venozioù!

6 En abeg da'z tieubidigezh e laouenaimp, hag e savimp hor bannieloù en anv hon Doue. An AOTROU a seveno da holl c'houlennoù.

7 Gouzout a ran dija en deus an AOTROU saveteet e Olevad; respont a raio dezhañ eus neñvoù e santelezh, gant skoazell c'halloudek e du dehou.

8 Ur re o deus fiziañs en o c'hirri, reoù all en o c'hezeg, met evidomp eo en anv an AOTROU hon Doue.

9 Pleget o deus hag int kouezhet, met ni a zo savet ha startaet.

10 AOTROU, savete ar roue! Selaou ac'hanomp en deiz ma aspedomp ac'hanout!

Lean sinn:



Sanasan