Salmoù 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 2 1 Perak ez eus ar grozmol-se e-touez ar broadoù, ha perak o deus ar pobloù divizet traoù ven? 2 Rouaned an douar a zo en em savet, hag ar briñsed a zo en em zastumet a-gevret, a-enep an AOTROU hag a-enep e Olevad. 3 Torromp o ereoù, taolomp pell diouzhimp o chadennoù! 4 An hini a zo azezet en neñvoù a c'hoarzho, an AOTROU a raio goap anezho. 5 Neuze e komzo outo en e gounnar, hag e spourono anezho en e fulor: 6 Me am eus santelaet va roue war Sion, va menez santel. 7 Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet. 8 Goulenn diganin hag e roin dit ar broadoù da hêrezh, pennoù an douar da zalc'h. 9 O freuzañ a ri gant ur walenn houarn, o bruzunañ a ri evel lestr ur poder. 10 Bremañ eta, rouaned, bezit fur! Degemerit kelennadurezh, barnerien an douar! 11 Servijit an AOTROU gant doujañs, laouenait gant krenadenn. 12 Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ! |