Salmoù 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 19 1 D'ar mestr-kaner; salm David. 2 An neñvoù a zisklêri gloar Doue, hag an oabl a ro da anavezout oberenn e zaouarn. 3 An deiz a gomz d'an deiz, hag an noz a gelenn an noz. 4 N'eo ket ur ger, n'int ket komzoù na glever ket o mouezh. 5 O mouezh en em skuilh war an douar holl, o gerioù a ya betek pennoù ar bed. Eno en deus savet un deltenn evit an heol, 6 a zo evel un ozhac'h o tont er-maez eus e gambr-eured, evel ur pennden o laouenaat d'ober e redadenn. 7 Mont a ra eus unan a bennoù an neñvoù, hag e red en em echu er penn all, ha netra ne dec'h diouzh e dommder. 8 Lezenn an AOTROU a zo peurvat, adsevel a ra an ene. Testeni an AOTROU a zo sur, reiñ a ra furnez d'ar re sempl. 9 Kemennadurioù an AOTROU a zo eeun, laouenaat a reont ar galon. Gourc'hemenn an AOTROU a zo glan, sklêrijennañ a ra an daoulagad. 10 Doujañs an AOTROU a zo digemmesk, padout a ra da virviken. Barnedigezhioù an AOTROU n'int nemet gwirionez, holl int reizh a-dra-sur. 11 Muioc'h c'hoantek int eget an aour, eget aour fin e-leizh, dousoc'h int eget ar mel, eget an hini a zeu eus an terennoù. 12 Da servijer a zo sklêrijennet ganto, ur gopr bras a zo evit an hini a vir anezho. 13 Piv a anavez e bec'hedoù graet dre errol? Pardon din va fec'hedoù kuzhet. 14 Mir ivez da servijer diouzh ar pec'hedoù a lorc'h: ra ne vestrognint ket ac'hanon! Neuze e vin eeun ha didamall diouzh pec'hedoù bras. 15 Ra vo degemeret mat ganit gerioù va genoù ha prederioù va c'halon, o AOTROU, va roc'h ha va dasprener! |