Salmoù 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 18 1 D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU, a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül. 2 Lavarout a reas: Karout a rin ac'hanout, o AOTROU, va nerzh! 3 AOTROU, va roc'h, va c'hreñvlec'h, va dieuber! Va Doue, va roc'h a gavan bod enni! Va skoed, an nerzh am dieub, va repu uhel! 4 Me a gri: Benniget ra vo an AOTROU! Hag on dieubet eus va enebourien. 5 Ereoù ar marv o doa va goloet, froudoù an distruj o doa va spouronet, 6 ereoù lec'h ar marv o doa va gourizet, pechoù ar marv o doa va souprenet, 7 em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c'hriadennoù am eus laosket war-zu ennañ a zo savet betek e zivskouarn. 8 Neuze an douar a voe brañsellet hag a grenas, diazezoù ar menezioù a fiñvas hag a voe brañsellet, dre ma oa droug ennañ. 9 Ur vogedenn a bignas eus e fronelloù, hag un tan loskus eus e c'henoù; dont a rae er-maez glaouennoù entanet. 10 Izelaet e voe an neñvoù gantañ hag e tiskennas, un deñvalijenn dindan e dreid. 11 Pignet e oa war ur cherubin hag e nije, douget e oa war eskell an avel. 12 Ober a reas eus an deñvalijenn e lec'h kuzhet, evel un deltenn en-dro dezhañ e lakaas doureier teñval ha koumoul du. 13 Eus ar splannder a oa dirazañ e teue koabrennoù, gant grizilh ha glaouennoù tan. 14 An AOTROU a gurunas eus an neñvoù, an Uhel-Meurbet a daolas e vouezh, gant grizilh ha glaouennoù tan. 15 Stlepel a reas e viroù hag e stlabezas anezho, teurel a reas luc'hed niverus hag e tisparfoeltras anezho. 16 Foñs an doureier en em ziskouezas, diazezoù ar bed a voe dizoloet, gant trouz da c'hourdrouz, o AOTROU, gant c'hwezh avel da gounnar. 17 Astenn a reas e zorn eus krec'h, hag e kemeras ac'hanon, va zennañ a reas eus an doureier bras, 18 va dieubiñ a reas eus va enebour galloudus, eus ar re a gasae ac'hanon hag a oa nerzhusoc'h egedon. 19 Souprenet o doa ac'hanon en deiz va estrenvan, met an AOTROU a voe va skoazell. 20 Va lakaet en deus er frankiz, va dieubet en deus, rak kavet en deus e blijadur ennon. 21 An AOTROU en deus graet din hervez va reizhder, rentet en deus din hervez purentez va daouarn, 22 rak miret em eus hentoù an AOTROU, ha n'on ket bet disleal da'm Doue. 23 Rak e holl varnedigezhioù a zo dirazon, ha ne bellaan ket diouzh e reolennoù. 24 Bet on eeun gantañ, hag on en em viret diouzh va direizhder. 25 Neuze an AOTROU en deus rentet din hervez va reizhder, hervez purentez va daouarn dirak e zaoulagad. 26 Gant an hini a zo mat ez out mat, gant an hini a zo eeun ez out eeun, 27 gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh. 28 Te eo an hini a savete ar bobl c'hlac'haret, hag a izela daoulagad ar re faeüs. 29 Te eo a laka va goulaouenn da lugerniñ, an AOTROU va Doue eo a sklêrijenn va zeñvalijenn. 30 Rak ganit e kouezhan war ur strollad, gant va Doue e treuzan ur voger. 31 Hent Doue a zo peurvat, ger an AOTROU a zo amprouet. Ur skoed eo evit an holl re a laka o fiziañs ennañ. 32 Rak piv a zo Doue, nemet an AOTROU, ha piv a zo ur roc'h, nemet hon Doue? 33 Doue eo an hini am gouriz gant nerzh, hag a laka va hent da vezañ e savete, 34 a ro da'm zreid da vezañ heñvel ouzh re an heizezed, a laka ac'hanon war va uheldirioù, 35 a zoare va daouarn d'ar brezel, ha setu ma stegn va divrec'h ur wareg arem. 36 Roet ec'h eus din skoed da silvidigezh, da du dehou am dalc'h, da vadelezh am laka da vezañ galloudus. 37 Frankaat a rez an hent dindan va zreid, va seulioù ne vrañsellont ket. 38 Redek a ran war-lerc'h va enebourien hag o zapan, ne zistroan ket hep bezañ o distrujet. 39 Skeiñ a ran anezho ha ne c'hellont ket adsevel, kouezhañ a reont dindan va zreid. 40 Rak va gourizet ec'h eus gant nerzh evit ar brezel, lakaat a rez da blegañ dindanon va enebourien. 41 Lakaat a rez va enebourien da dreiñ o c'hein dirazon, hag ar re am c'hasa a zistrujan. 42 Krial a reont, met n'eus dieuber ebet, krial a reont d'an AOTROU, met ne respont ket dezho. 43 O frikañ a ran evel poultr en avel, o stlepel a ran pell evel fank ar straedoù. 44 Va saveteiñ a rez eus daeloù ar bobl, va lakaat a rez e penn ar broadoù, ur bobl n'anavezen ket a servijo ac'hanon. 45 Kerkent ha ma klevont, e sentont ouzhin; mibien an diavaeziad a zeu da'm lubaniñ, 46 mibien an diavaeziad a sempl, hag a ya er-maez eus o repu en ur grenañ. 47 An AOTROU a zo bev! Benniget ra vo va roc'h! Uhelaet ra vo Doue va silvidigezh, 48 an Doue a veñj ac'hanon, a renk ar pobloù dindanon, 49 am dieub eus va enebourien, am sav dreist va enebourien, am dieub eus an den taer. 50 Setu perak e veulin ac'hanout e-touez ar broadoù, o AOTROU, hag e kanin meuleudioù da'z anv! 51 Eñ eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken. |