Salmoù 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 17 1 Pedenn David. AOTROU, selaou va c'haoz reizh, bez evezhius ouzh va c'hriadenn, ro da skouarn d'ar bedenn a ran dit gant muzelloù na douell ket! 2 Ra en em ziskouezo va gwir dirak da zremm, ra welo da zaoulagad va eeunder! 3 Furchet ec'h eus va c'halon, va gweladennet ec'h eus en noz, va amprouet ec'h eus, ne gavez netra. Va c'homz n'eo ket aet en tu all da'm soñj. 4 Diwar-benn oberioù an dud, hervez komz da vuzelloù, en em ziwallet on diouzh hent an den taer. 5 Va c’hammedoù a zo start en da wenodennoù, va zreid ne vrañsellont ket. 6 Da aspediñ a ran, rak te am selaou, o Doue! Stou da skouarn war-zu ennon, selaou va ger! 7 Diskouez da vadelezhioù, o te hag a zieub gant da du dehou diouzh o enebourien ar re a ya da'z kavout! 8 Va diwall evel an ibil-lagad. Va golo dindan skeud da eskell, 9 a-enep ar re zrouk a wask ac'hanon, a-enep va enebourien marvus a zo en-dro din. 10 Serriñ a reont o c'halonoù kaledet, o genoù a gomz gant rogentez. 11 Dija emaint en-dro d'hor c'hammedoù, hor spiañ a reont evit hon teurel d'an douar. 12 Heñvel int ouzh al leon na c'houlenn nemet regiñ, ouzh al leon yaouank en em zalc'h e ged. 13 Sav, AOTROU, a-ziarbenn dezhañ, diskar anezhañ, dieub va ene diouzh an hini drouk dre da gleze! 14 Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan. 15 Evidon-me, er reizhder e welin da zremm. Pa zihunin, e vin leuniet gant da skeudenn. |