Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 16

1 "Miktam" David. Va diwall, o Doue! Rak en em dennet on da'z kavout.

2 Lavaret em eus d'an AOTROU: Te eo an AOTROU, ne'm eus mad ebet a-us dit!

3 Er sent hag en eneoù hael a zo war an douar eo e kavan va holl blijadur.

4 Idoloù a re zrouk a gresk, redek a reont war-lerc'h doueoù all. Ne rin ket o skuilherezh gwad, o anvioù ne dremeno ket dre va genoù.

5 An AOTROU eo va hêrezh ha va lodenn. Te eo an hini a starta va lodenn.

6 Va dalc'h am eus resevet e lec'hioù dudius, un hêrezh kaer a zo degouezhet din.

7 Bennigañ a ran an AOTROU, va c'huzul eo. Zoken e-pad an noz, va c'halon am c'helenn em diabarzh.

8 Emañ an AOTROU dalc'hmat dirazon, pa'z emañ a-zehou din, ne vrañsellin ket.

9 Seu perak va c'halon a laouena, va ene a gan a levenez, ha va c'hig zoken a ziskuizho e surentez.

10 Rak ne zilezi ket va ene e lec'h ar marv, ne lezi ket da sant gwelout ar vreinadurezh.

11 Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.

Lean sinn:



Sanasan