Salmoù 150 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 150 1 Meulit an AOTROU! Meulit Doue en e santual! Meulit eñ en astennidigezh e c'halloud! 2 Meulit eñ evit e oberoù bras! Meulit eñ hervez e vraster divent! 3 Meulit eñ e-kreiz son an drompilh! Meulit eñ gant al lourenn hag an delenn! 4 Meulit eñ gant an taboulin hag an dañsoù! Meulit eñ gant ar binvioù-kerdin hag ar fleüt! 5 Meulit eñ gant ar simbalennoù skiltrus! Meulit eñ gant ar simbalennoù tregernus! 6 Ra veulo an AOTROU kement en deus anal ennañ! Meulit an AOTROU! |