Salmoù 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 15 1 Salm David. AOTROU, piv a chomo e-barzh da dabernakl? Piv a vevo war venez da santelezh? 2 An hini a gerzh en eeunder hag a vir ar reizhder, an hini a lavar ar wirionez evel ma emañ en e galon, 3 an hini n'implij ket e deod da villigañ, an hini na ra ket droug d'e nesañ ha na zismegañs ket e amezeg, 4 an hini a sell gant fae an den disprizus, an hini a enor ar re a zouj an AOTROU, an hini na cheñch ket e le zoken pa vefe en e c'haou, 5 an hini na brest ket e arc'hant evit tennañ gounid ha na gemer ket profoù a-enep an den didamall. An hini a ra an traoù-se ne vo biken brañsellet. |