Salmoù 149 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 149 1 Meulit an AOTROU! Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez! Kanit e veuleudi e bodadeg ar re a gar anezhañ. 2 Ra laouenaio Israel en e Grouer, ra drido a levenez mibien Sion en o Roue! 3 Ra veulint e anv gant dañsoù, ra ganint dezhañ ouzh son an taboulin hag an delenn! 4 Rak an AOTROU a gav e blijadur en e bobl, hag e roio gloar d'ar re izel gant e silvidigezh. 5 Ra vint laouen er gloar ar re a gar anezhañ, ra laoskint kriadennoù a levenez war o gwele! 6 Emañ meuleudioù Doue en o genoù, hag ar c'hleze a zaou droc'h en o daouarn, 7 evit ober veñjañs war ar broadoù, evit kastizañ ar pobloù, 8 evit eren o rouaned gant chadennoù, hag o re vras gant hern, 9 evit ober warno ar varnedigezh a zo skrivet. An enor-mañ a zo evit e holl garet-mat. Meulit an AOTROU! |