Salmoù 148 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 148 1 Meulit an AOTROU! Meulit an AOTROU eus an neñvoù! Meulit anezhañ el lec'hioù uhelañ! 2 Meulit anezhañ e holl aeled! Meulit anezhañ e holl armeoù! 3 Meulit anezhañ heol ha loar! Meulit anezhañ stered lugernus! 4 Meulit anezhañ neñvoù an neñvoù, ha c'hwi doureier a zo dreist an neñvoù! 5 Ra veulint anv an AOTROU, rak urzhiet en deus hag int bet krouet. 6 Startaet en deus anezho dalc'hmat ha da viken, roet en deus ul lezenn na dremeno ket. 7 Meulit an AOTROU eus an douar, erevent ha donderioù ar mor, 8 tan ha grizilh, erc'h hag aezhenn, barroù-avel a rit hervez e gomz, 9 menezioù hag holl grec'hiennoù, gwez-frouezh hag holl wez-sedrez, 10 loened hag holl chatal, loened-stlej ha laboused askellek, 11 rouaned an douar hag an holl bobloù, priñsed hag holl varnerien an douar, 12 tud yaouank ha merc'hed yaouank, tud kozh ha bugale! 13 Ra veulint anv an AOTROU, rak e anv hepken a zo uhel. Emañ e veurded dreist an douar hag an neñvoù! 14 Lakaet en deus ur c'horn da sevel evit e bobl, un abeg a veuleudi evit e holl re leal, evit mibien Israel, ar bobl a zo tost dezhañ. Meulit an AOTROU! |