Salmoù 147 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 147 1 Meulit an AOTROU! Rak mat eo kanañ d'hon Doue, rak dous eo, dereat eo e veuliñ. 2 An AOTROU eo a sav Jeruzalem, a zastum re stlabezet Israel, 3 a yac'ha ar re o deus ar c'halon flastret, hag a lien o goulioù. 4 Kontañ a ra niver ar stered, o gervel a ra holl dre o anv. 5 Meur eo hon Aotrou, e c'halloud a zo bras, e skiant a zo divent. 6 An AOTROU a skoazell ar re izel, hag ec'h izela ar re zrouk betek an douar. 7 Kanit d'an AOTROU gant trugarekadennoù, meulit hon Doue gant an delenn. 8 Goleiñ a ra an neñvoù gant ar c'houmoul, kempenn a ra ar glav evit an douar, lakaat a ra ar geot da ziwanañ war ar menezioù, 9 reiñ a ra ar boued d'ar chatal, ha da re vihan ar vran o krial. 10 Ne laka ket e blijadur e nerzh ar marc'h, ne ra van ebet eus divhar an den, 11 an AOTROU a gav e blijadur er re a zouj anezhañ, er re a zo en gortoz eus e vadelezh. 12 Jeruzalem, kan d'an AOTROU! Sion, meul da Zoue! 13 Rak startaet en deus barrennoù da zorojoù, benniget en deus da vibien en da greiz, 14 reiñ a ra ar peoc'h da'z harzoù, da leuniañ a ra eus druzoni ar gwinizh. 15 Kas a ra e c'her war an douar, hag e gomz a red buan. 16 Reiñ a ra an erc'h heñvel ouzh ar gloan, hag e skuilh ar rev gwenn evel ludu. 17 Teurel a ra skorn evel dre dammoù, piv a bado dirak e yenijenn? 18 Kas a ra e gomz, hag o laka da deuziñ. Lakaat a ra e avel da c'hwezhañ, hag e red an doureier. 19 Diskuliet en deus e gomz da Jakob, e reolennoù hag e varnedigezhioù da Israel. 20 N'en deus graet evel-se da vroad all ebet, ha n'anavezont ket e varnedigezhioù. Meulit an AOTROU!. |