Salmoù 146 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 146 1 Meulit an AOTROU! Ve ene, meul an AOTROU! 2 Me a veulo an AOTROU e-keit ha ma vevin. Me a lido va Doue e-keit ha ma padin. 3 Na fiziit ket er re vras, nag e mab den ebet na c'hellfe ket dieubiñ, 4 e c'hwezh a ya digantañ, distreiñ a ra d'ar poultr, hag en deiz-se e ya da goll e c'hoantoù. 5 Eürus an den a zo Doue Jakob e sikourer, hag a zo en gortoz eus an AOTROU e Zoue, 6 en deus graet an neñvoù hag an douar, ar mor ha kement a zo ennañ, a zalc'h ar fealded da viken, 7 a ro o gwir d'ar re a zo gwasket, a ro bara d'ra re o deus naon! An AOTROU a ziere ar re zalc'het, 8 an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh. 9 An AOTROU a ziwall an diavaezidi, derc'hel a ra an emzivad hag an intañvez, met diskar a ra hent ar re zrouk. 10 An AOTROU a reno da viken. O Sion, emañ da Zoue a oad da oad! Meulit an AOTROU! |