Salmoù 145 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 145 1 Meuleudi; eus David. Va Doue, va roue, me az meulo, me a vennigo da anv dalc'hmat ha da viken. 2 Bemdez e vennigin ac'hanout, da anv a veulin dalc'hmat ha da viken. 3 An AOTROU a zo bras ha din-meurbet a veuleudi, ha ne c'heller ket furchal e vraster. 4 Ur rummad a lavaro meuleudi da oberennoù da unan all, ha e tisklêrint da oberoù uhel. 5 Me a gomzo eus splannder glorius da veurded, hag eus da oberennoù burzhudus. 6 Lavaret e vo galloud da vurzhudoù spontus, ha me a zisklêrio da vraster. 7 Embannet e vo ar soñj eus da vadelezh vras, hag e vo kanet da reizhder. 8 An AOTROU a zo trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh. 9 An AOTROU a zo mat evit an holl, hag e druez a zo ouzh e holl oberennoù. 10 O AOTROU, da holl oberennoù az meulo, ha da re garet-mat az pennigo. 11 Disklêriañ a raint gloar da rouantelezh, hag e lavarint da c'halloud, 12 da reiñ da anavezout da vibien an dud da oberoù bras, ha meurded glorius da rouantelezh. 13 Da rouantelezh a zo ur rouantelezh evit an holl gantvedoù, ha da vestroniezh a bad en holl rummadoù. 14 An AOTROU a sikour an holl re a zo prest da gouezhañ, hag e tibleg an holl re a zo pleget. 15 Daoulagad an holl a esper ennout, hag e roez dezho o bevañs en o amzer. 16 Digeriñ a rez da zorn, hag e roi e walc'h da gement a vev. 17 An AOTROU a zo reizh en e holl hentoù, ha leun a vadelezh en e holl oberennoù. 18 An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed anezhañ, d'an holl re a bed anezhañ e gwirionez. 19 Seveniñ a ra c'hoant an holl re a zouj anezhañ, klevout a ra o c'hriadenn hag e tieub anezho. 20 An AOTROU a ziwall an holl re a gar anezhañ, met e tisdruj an holl re zrouk. 21 Va genoù a embanno meuleudi an AOTROU, ha pep kig a vennigo anv e santelezh, dalc'hmat ha da viken |