Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 144 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 144

1 Salm David. Benniget ra vo an AOTROU, va roc'h, a zoare va daouarn d'ar brezel ha va bizied d'an emgann,

2 va madoberour ha va c’hreñvlec’h, va repu uhel ha va dieuber, va skoed hag an hini en em dennan ennañ, an hini a renk va fobl dindanon!

3 AOTROU, petra eo an den evit ma ec'h eus evezh outañ, ha mab an den evit ma talc'hez soñj anezhañ?

4 An den a zo heñvel ouzh ur c'hwezhadenn, e zeizioù a zo evel ur skeudenn a dremen.

5 AOTROU, izela da neñvoù ha diskenn, stok ouzh ar menezioù ma vogedint!

6 Laka al luc'hed da lugerniñ ha stlabez anezho, stlap da viroù hag o strew!

7 Astenn da zaouarn eus an nec'h, va dieub ha va zenn eus an doureier bras, eus dorn bugale an diavaeziad,

8 a lavar gaou o genoù hag a zo touellus o dorn dehou.

9 O Doue, kanañ a rin dit ur ganaouenn nevez, da veuliñ a rin war al lourenn a zek kordenn.

10 Te a ro an dieubidigezh d'ar rouaned, hag a savete David da servijer eus ar c'hleze lazhus.

11 Va dieub ha va zenn eus dorn bugale an diavaeziad, a lavar gaou o genoù hag a zo touellus o dorn dehou.

12 Ra vo hor mibien evel gwez o kreskiñ en o yaouankiz, hor merc'hed evel peulioù kizellet o kaeraat kornioù ur palez!

13 Ra vo hor c'havioù leuniet, o kinnig pep seurt traoù! Ra gresko hon deñved dre vilieroù ha dre zek milieroù en hor parkeier!

14 Ra vo hon ejened bec'hiet gant lard! Ra ne vo na toull na harz na klemm en hor straedoù!

15 Eürus ar bobl emañ an traoù evel-se ganti! Eürus ar bobl eo an AOTROU he Doue!

Lean sinn:



Sanasan