Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 143 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 143

1 Salm David. AOTROU, selaou va goulenn, ro da skouarn da'm fedennoù, respont din ez fealded, ez reizhder!

2 Ned a ket da varn da servijer, rak den bev ebet ne vo reizh dirazout.

3 An enebour a glask va ene, gwaskañ a ra va buhez d'an douar, va lakaat a ra da chom en deñvalijenn, evel a re a zo marv abaoe pell zo.

4 Va spered a zo dinerzhet ennon, va c'halon a zo trubuilhet em c'hreiz.

5 Soñj am eus eus an deizioù a-wechall, prederiañ a ran war da holl oberennoù, en em soñjal a ran e labourioù da zaouarn.

6 Astenn a ran va daouarn war-zu ennout, va ene en deus sec'hed ac'hanout evel un douar kras.  Ehan

7 AOTROU, hast respont din! Va spered en em guzum. Na guzh ket da zremm ouzhin, gant aon na zeufen da vezañ heñvel ouzh ar re a ziskenn er poull.

8 Gra din klevout da vadelezh adalek ar beure, rak e fizian ennout, hag anavezout an hent am eus da gerzhout warnañ, rak savet em eus va ene war-zu ennout.

9 AOTROU, va dieub eus va enebourien! Rak en em dennet on da'z kavout.

10 Desk din ober da volontez, rak te eo va Doue. Ra reno da Spered mat ac'hanon war an hent eeun!

11 AOTROU, ro din ar vuhez dre garantez evit da anv. Ez reizhder, tenn va ene eus an estrenvan!

12 Hag ez madelezh, lam va enebourien kuit, distruj an holl re a heskin va ene, rak da servijer ez on-me.

Lean sinn:



Sanasan