Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 142 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 142

1 "Maskil" David, pa oa er vougev; pedenn.

2 Gant va mouezh e krian d'an AOTROU, gant va mouezh ec'h aspedan an AOTROU.

3 Skuilhañ a ran va c'hlemm dirazañ, kontañ a ran va estrenvan dezhañ.

4 Pa emañ va spered dinerzhet ennon, te a anavez va hent. Kuzhet o deus ur pech din en hent a gerzhen warnañ.

5 Sell ouzh va zu dehou ha gwel! Den ne anavez ac'hanon, pep degemer a vank din, den n'eo chalet gant va ene.

6 AOTROU! Krial a ran dit hag e lavaran: Te eo va repu, va lodenn e douar ar re vev.

7 Bez evezhius ouzh va c'hriadenn, rak gwall ezhommek on. Va dieub eus ar re a red war va lerc'h, rak kreñvoc'h int egedon.

8 Tenn va ene eus e doull-bac'h, evit ma veulin da anv. Ar re reizh a zeuio en-dro din, rak graet ez po vad din.

Lean sinn:



Sanasan