Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 141 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 141

1 Salm David. AOTROU, da bediñ a ran, hast dont da'm c'havout, ro da skouarn da'm mouezh pa grian dit!

2 Ra zeuio va fedenn dirazout evel ar c'hwezh-vat, ha savadenn va daouarn evel profadenn an abardaez.

3 AOTROU, laka ur gward ouzh va genoù, diwall dor va muzelloù.

4 Na zoug ket va c'halon war-zu traoù drouk, war-zu oberennoù fall gant ar vicherourien a zireizhder, ha ra ne gemerin ket perzh en o flijadurioù!

5 Ra skoio an den reizh warnon, kement-se a vo ur vadelezh din, ra c'hourdrouzo ac'hanon, kement-se a vo eoul war va fenn na zistroio ket, met bepred e pedin evitañ en e boanioù.

6 Ro vo stlapet o mistri ouzh ar reier, neuze e vo selaouet va gerioù, rak plijus ez int.

7 Evel pa droer ha pa faoter an douar, hon eskern a zo stlabezet e genoù lec'h ar marv.

8 Met da'z kavout-te, o Aotrou AOTROU, e tro va daoulagad. Me en em denn war-zu ennout, na zilez ket va ene!

9 Va diwall diouzh ar pech o deus stegnet din, ha diouzh antelloù ar vicherourien a zireizhder!

10 Ro gouezho ar re zrouk asambles en o rouedoù, e-keit ma c'hellin-me tec'hout!

Lean sinn:



Sanasan