Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 140 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 140

1 D'ar mestr-kaner; salm David.

2 AOTROU, va dieub diouzh an hini drouk, ha va mir diouzh an hini taer,

3 a soñj fall en o c'halon, a sav bemdez brezelioù,

4 a lemm o zeod evel un naer, hag o deus binim naer-wiber dindan o muzelloù.  Ehan

5 AOTROU, va diwall diouzh daouarn an hini drouk, ha va mir diouzh an hini taer, a glask va lakaat da gouezhañ.

6 Ar re lorc'hus o deus stegnet ur pech ha lasoù din, lakaet o deus rouedoù war vord an hent, savet o deus antelloù din.  Ehan

7 Lavaret em eus d'an AOTROU: Te eo va Doue, ro da skouarn, o AOTROU, da vouezh va fedennoù!

8 Aotrou AOTROU, te eo nerzh va silvidigezh, goloet ec'h eus va fenn en deiz an emgann.

9 AOTROU, na ro ket d'an hini drouk e c'hoantoù, n'en lez ket da zont a-benn eus e vennadoù, en em uhelaat a rafe.  Ehan

10 Ra gouezho war benn ar re a zo en-dro din direizhder o muzelloù!

11 Ro gouezho glaou devus warno! Ra o stlapo en tan, en tonnoù don na savint ket diouto!

12 An den a zo fall e deod ne vo ket startaet war an douar, ha diwar-benn an den taer, an droug a redo war e lerc'h hag en diskaro.

13 Me a oar e roio an AOTROU o gwir d'ar reuzidi, ar reizh d'an ezhommeien.

14 Ya, ar re reizh a veulo da anv, an dud eeun a vo o chom dirak da zremm.

Lean sinn:



Sanasan