Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 14

1 D'ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! Breinet int, traoù euzhus o deus graet, n'eus den a rafe ar mad.

2 Eus an neñvoù, an AOTROU a sell d'an traoñ ouzh mibien an dud, evit gwelout hag-eñ e vefe unan bennak skiantek hag a glaskfe Doue.

3 An holl a zo dianket, deuet int da vezañ diroll holl asambles, n'eus den a rafe ar mad, n'eus ket unan zoken.

4 Ha kollet eo ganto o skiant, an holl vicherourien a zireizhder-se? Plaouiañ a reont war va fobl evel ma tebrjent bara. N'aspedont ket an AOTROU,

5 ha setu ma krenint a spont, rak Doue a zo e-touez ar ouenn reizh.

6 Mezh a rit d'an hini glac'haret en e c'hortoz, an AOTROU eo e repu.

7 O! Piv a roio eus Sion an dieubudigezh da Israel? Pa zegaso en-dro an AOTROU prizonidi e bobl, e vo ur joa vras gant Jakob, ha levenez gant Israel.

Lean sinn:



Sanasan