Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 139 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 139

1 D'ar mestr-kaner; salm David. Va furchet ec'h eus ha va anavezet.

2 Gouzout a rez pa azezan ha pa savan, dizoleiñ a rez a bell va soñjoù.

3 Gwelout a rez pa gerzhan ha pa gouskan, anavezout a rez e gwirionez va holl hentoù.

4 A-raok ma vefe zoken ar gomz war va zeod, setu, o AOTROU, te hec'h anavez en he fezh.

5 Va derc'hel a rez stardet a-dreñv hag a-raok, ha lakaet ec'h eus da zorn warnon.

6 Re vurzhudus eo evidon an anaoudegezh-se, ken uhel ma ne c'hellan ket he c'hompren!

7 Pelec'h ez in pell diouzh da Spered, ha pelec'h e tec'hin pell diouzh da zremm?

8 Mar pignan en neñvoù, emaout eno. Mar gourvezan e lec'h ar marv, emaout ennañ.

9 Mar kemeran eskell tarzh an deiz, ha mard an da chom e penn ar mor,

10 eno zoken, da zorn am reno, ha da du dehou am dalc'ho.

11 Mar lavaran: Da vihanañ an deñvalijenn am goloio, an noz a zeuio da vezañ sklêrijenn en-dro din,

12 an deñvalijenn zoken n'eo ket teñval evidout, an noz a lugern evel an deiz, hag an deñvalijenn a zo evel ar sklêrijenn.

13 Te ac'h eus stummet va lounezhi, ha doareet ac'hanon e kof va mamm.

14 Da veuliñ a ran rak on bet graet en un doare iskis ha burzhudus. Da oberennoù a zo burzhudus, ha va ene en anavez mat.

15 Va eskern ne oant ket kuzhet ouzhit, pa oan bet graet er sekred, evel gwiadet e lec'hioù izel an douar.

16 Da zaoulagad o deus va gwelet, pa oan evel un dra dizoare, ha war da levr e oa skrivet an holl zeizioù a oa merket din, a-raok ma vefe hini anezho.

17 Pegen talvoudus eo din da soñjoù, o Doue, ha pegen bras eo an niver anezho!

18 Ha fellout a ra din o niveriñ? Niverusoc'h int eget an traezh. Ha dihun on? Me a zo c'hoazh ganit.

19 O Doue, ha ne lakai ket an hini drouk da vervel? Tud a wad, pellait diouzhin!

20 Komz a reont a-enep dit evit ober an droug, da enebourien a dou e gaou.

21 AOTROU, ha ne gasain ket ar re a gasa ac'hanout? Ha ne'm bo ket euzh ouzh ar re a sav a-enep dit?

22 O c'hasaat a ran a gasoni beurvat, o derc'hel a ran evel va enebourien.

23 Va furch, o Doue, hag anavez va c'halon; va amprou, hag anavez va soñjoù.

24 Gwel hag-eñ ez on war hent an direizhder, ha va ren en hent peurbadus!

Lean sinn:



Sanasan