Salmoù 138 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 138 1 Salm David. Da veuliñ a rin eus kreiz va c'halon, kanañ a rin da veuleudioù dirak Doue. 2 Stouiñ a rin e palez da santelezh, hag e veulin da anv abalamour da'z madelezh ha da'z kwirionez, rak sevenet ec'h eus a-grenn da c'her e tu all da bep brud. 3 En deiz ma em eus da bedet, ec'h eus va selaouet, dieubet ec'h eus ac'hanon ha nerzhet va ene. 4 O AOTROU, holl rouaned an douar az meulo, pa o devo klevet gerioù da c'henoù! 5 Hag e kanint hentoù an AOTROU, rak gloar an AOTROU a zo bras. 6 An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav. 7 Ma kerzhan e-kreiz an enebiezh, e roez din ar vuhez en-dro. Astenn a rez da zorn a-enep kounnar va enebourien, ha da du dehou am dieub. 8 An AOTROU a gaso da benn ar pezh a sell ouzhin. AOTROU, da vadelezh a bad da viken, na zilez ket oberenn da zaouarn! |