Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 137 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 137

1 Ni a zo azezet e-kichen stêrioù Babilon, hag eno hon eus gouelet o kaout soñj eus Sion.

2 Skourret hon eus hon telennoù ouzh haleg ar vro.

3 Eno e c'houlenne diganeomp kanaouennoù laouen ar re hon doa kaset da sklaved: Kanit deomp un dra bennak eus kanaouennoù Sion.

4 Penaos e kanfemp kanaouennoù an AOTROU war un douar estren?

5 Ma tisoñjan ac'hanout, Jeruzalem, ra en em zisoñjo va zu dehou e-unan!

6 Ra en em stago va zeod ouzh va staon, ma ne'm eus ket soñj ac'hanout, ma ne ran ket eus Jeruzalem va abeg brasañ a levenez!

7 AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!

8 Merc'h Babel, an hini wastet, eürus an den a roio dit ar pezh ac'h eus graet deomp!

9 Eürus ar re a gemero da vugale, hag a friko anezho ouzh ar roc'h!

Lean sinn:



Sanasan